Gwalldaol e Trappes ha La Verrière
| Bro | Frañs |
|---|---|
| E tiriad | Yvelines |
| Lec'h | Trappes, La Verrière |
| Deiziad | 23 Here 2026 |
| Abeg pennañ | gouennelouriezh |
| Armament | STEN (pistolenn-vindrailher) |
| Investigated by | Lez-varn vroadel enepsponterezh |
D'an 23 a viz Here 2026, un den gwenn oadet a 39 vloaz awenet gant abegoù gouennelour a oa bet o lazhañ tud a heuilh e Trappes ha La Verrière, kumunioù e departamant an Yvelines e Bro-C'hall, e kornôg eus Pariz. O tennañ diouzh e garr-tan e meur a lec'h, an tager en doa lazhet un den ha gloazet pemp all, ur grennardez daouzek vloaz en o zouez. Harzet e oa bet an tager gant ar polis e Coignières nebeut amzer goude an tagadennoù.[1][2]
Prezidant Bro-C'hall Emmanuel Macron en da diskrivet ar fuzuilhadennoù evel un dagadenn sponterezh gouennelour. Al lez-varn vroadel enepsponterezh (PNAT) en doa digoret un enklask evit muntr ha klask muntrañ liammet gant ar sponterezh, gant an degouezh gwashaet a denn d'an dud lazhet dre bezañ gwelet pe bezañ tud gant orinoù gouennel, relijiel pe etnek. An enklaskerien o devao embannet e oa bet komzoù gouennelour gant an tager pa voe harzet a denn da siblañ tud du pe arabek. Klasket e vez gouzout ma 'z eo liammet an tager gant an tu dehoù pellañ feuls.[3][1]
Susped hag enklask
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar susped a zo un den gwenn oadet a 39 vloaz hag a zo bet harzet gant ar polis e Coignières nebeut amzer goude an tennadennoù ha kaset en toull-bac'h. An tenner a zo anneziad eus Plaisir. Ar PNAT en doa embannet e oa bet kavet ul listenn torfedoù bet sevenet gant an tager a-raok ar gwalldaol : kondaonet pevar gwech evit laerezh, bleniañ goude evañ alkool. .[2][1]
D'an 23 a viz Here e-kerzh furchadenn ranndi an tager e Plaisir, an enklaskerien o devoa kavet un trap gant boutailhoù gaz, hag un ardivink evit lakaat da darzhañ ar vombezenn primaozet. Arbennigourien war ar bombezennoù harpet gant poliserien eus ar RAID, un unvez polis c'hall taktikoù ispisial, a oa bet kaset eno. Hervez ar gazetenn Le Monde e oa bet embannet kavadenn al levr Mein Kampf gant an enklaskerien er ranndi. An enklaskerien a glask gouzout daoust hag ez eus prouennnoù eus liammoù etre ar sponter ha luskadoù eus an tu-dehoù pellañ; met d'ar 24 a viz Here ne oa ket bet kavet netra.[3][4]
Kendalc'het e oa dalc'h an tager d'ar 24 a viz Here goude un devezh goulennatadur. Goude merenn, pevar den eus e familh pe tost outañ a oa bet goulennataet, e vamm e-touez anezho, goude e oant bet holl dieubet. Ar PNAT said en doa embannet e vije graet un analizañ gwad; ne oa ket bet laret petra a oa bet kavet gant ar prokulor e-kerzh ur gomzadenn d'ar mediaioù evel notennet gant AFP.[2]
A-benn ar fin eo bet embannet gant ar prokulor e oa drammet ar sponter gant THC ha kokain. Rediet e oa bet da ehanañ goulennatadur ar sponter evit gwiriekaat e oa e stad da vezañ komprenet gantañ. Goude ma vije bet ensellet gant psikologourien e oa adkroget e atersadenn [5]. Gant ar gazetenn Le Monde e oa bet embannet e oa bet adkavet traktoù eus an RN en e oto met nac'het eo bet gant ar prokulor.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 "Macron says Paris suburb shooting that killed one person was terrorist and racist act", Reuters (23 October 2026).
- 1 2 3 Agence France-Presse (24 October 2026). "Attaque dans les Yvelines: le suspect et quatre de ses proches entendus par les enquêteurs" (in fr).
- 1 2 "Suspect in racist Trappes shooting said wanted to avenge robbed shopkeepers, targeted people based on skin color", Le Monde (24 October 2026).
- ↑ Fazi arroud : Balizenn
<ref>faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet "LeMondeDetailed" - ↑ https://www.tf1info.fr/justice-faits-divers/attentat-de-trappes-la-garde-a-vue-de-kevin-t-a-repris-ce-lundi-le-suspect-conteste-le-caractere-raciste-de-ses-crimes-2472110.html