Wikipedia:Kumuniezh/An davarn


Aliañ a reomp start ar genlabourerien nevez da lenn ar mod implij.
Mod implij
|
Tavarnioù all :
Tavarnioù all e brezhoneg : Wikeriadur, Kannadig ar verourien, Wikimammenn. Tavarnioù e yezhoù all : galleg, saozneg, kembraeg, galiseg, katalaneg, euskareg, spagnoleg, alamaneg, kerneveureg |
Liammoù dedennus
Kuzuilhoù evit an deraouidi : Kammedoù kentañ, Pennad heñchañ eeun, Pajenn skoazell, Foar ar Goulennoù, Fallvarchoù boas, Sevel ur bajenn nevez. Pajennoù pouezus all : Porched ar gumuniezh, Sevel ur goulenn ouzh ar verourien, Roll ar patromoù, Geriaoueg ar Wiki brezhonek. |
Evit respont d'ur gemenadenn, klikit war al liamm "kemmañ" e tu-dehou titl pep rann. Krogit ho respont gant ":". Sinit ho respont dre ouzhpennañ ~~~~ e fin ho kemennadenn. Evit ouzhpennañ ur gemenadenn nevez, war un tem nevez, klikit war "Ouzhpennañ ur gemenadenn", a-us. Arabat disoñjal lakaat un titl resis d'ho kemennadenn.
Evel e pep lec'h war wikipedia, arabat kunujenniñ na tagañ an dud. Bezit fiziañs en dud all. Na vagit ket ar roñfled. Ma sav ur gudenn etrezoc'h hag ur c'henlabourer all goulennit ali ur merour.
(14:33:54 CET)
Kaozeadeg eus ar 5vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 24, bloaz 2026)
08/06/2026 — 14/06/2026
- Skrivañ un dra bennak er bevare sizhun warn-ugent eus 2026 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc’h
Kaozeadeg eus ar 4re sizhunvezh diwezhañ (sizhun 25, bloaz 2026)
15/06/2026 — 21/06/2026
- Skrivañ un dra bennak er bempvet sizhun warn-ugent eus 2026 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc’h
Kaozeadeg eus an 3de sizhunvezh diwezhañ (sizhun 26, bloaz 2026)
22/06/2026 — 28/06/2026
- Skrivañ un dra bennak er c’hwec’hvet sizhun warn-ugent eus 2026 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc’h
Help
Hello, can someone help me to translate this article to your language, Thank you! en:Gaza genocide جودت (kaozeal) 23 Mezheven 2026 da 11:23 (UTC)
- Emaon o treiñ ar pennad-se. — Ar choler (kaozeal) 23 Mezheven 2026 da 14:46 (UTC)
RFC about AI-generated content in Wikimedia Commons
Apologies for writing in English, please help translate this message to your language. You are invited to participate in a request for comment on Wikimedia Commons about a policy update for AI content. This may affect files that are uploaded to Wikimedia Commons for use on this project. Thank you. Codename Noreste (kaozeal) 23 Mezheven 2026 da 17:11 (UTC)
Eurvezh
Daou eurvezhioù nemetañ eget an eurvezh gwir a zo war Wikipédia e brezhoneg. Lavarout a ra Wikipédia eo lakaet ar gaozeadenn-mañ da 19:43 met 21:43 eo ! Perak ? PAAR29 (kaozeal) 24 Mezheven 2026 da 19:43 (UTC)
- Salud dit @PAAR29. Er Wikipedia brezhonek e vez graet gant an eur UTC. Evel-se n’eus ket eus un "eur hañv" nag eus un "eur goañv". Huñvreüs (kaozeal) 24 Mezheven 2026 da 19:57 (UTC)
- Ah ya. Met perak ez eus daou eurvezhioù nemetañ ha pas unan ?
- PS : Krouet'meus ar bajenn John Swinney met ar bajenn war Wikidata a zo gwarezet ha ne c’hellan ket ouzhpenn ar bajenn nevez war annezhañ peogwir n’emaon ket autopatrolled. Gallout a rit ouzhpennat ? PAAR29 (kaozeal) 24 Mezheven 2026 da 20:10 (UTC)
- Pa grouez ur pennad nevez, ur wech embannet, e c'hallez klikañ war "Ostilhoù" a-zehoù, goude war "Kemmañ al liammoù etreyezhel", lakaat kod ar yezh all er c'hombod kentañ (fr evit ar galleg, en evit ar saozneg da skouer), ha skrivañ titl ar pennad er yezh all er c'hombod dindan. Evel se e vo liammet ar pennad gant ar yezhoù all hep tremen dre etrefas Wikidata. Kestenn (kaozeal) 24 Mezheven 2026 da 21:16 (UTC)
- Mod-all : eur Pariz zo UTC+2 er mare-mañ. A galon, Kestenn (kaozeal) 24 Mezheven 2026 da 21:17 (UTC)
- Mersi bras ! PAAR29 (kaozeal) 25 Mezheven 2026 da 06:48 (UTC)
- Mod-all : eur Pariz zo UTC+2 er mare-mañ. A galon, Kestenn (kaozeal) 24 Mezheven 2026 da 21:17 (UTC)
- Pa grouez ur pennad nevez, ur wech embannet, e c'hallez klikañ war "Ostilhoù" a-zehoù, goude war "Kemmañ al liammoù etreyezhel", lakaat kod ar yezh all er c'hombod kentañ (fr evit ar galleg, en evit ar saozneg da skouer), ha skrivañ titl ar pennad er yezh all er c'hombod dindan. Evel se e vo liammet ar pennad gant ar yezhoù all hep tremen dre etrefas Wikidata. Kestenn (kaozeal) 24 Mezheven 2026 da 21:16 (UTC)
Deployment of Legal and Safety Contacts Link in the Footer of Your Wiki
Legal & Safety Contacts
Hello community, the Wikimedia Foundation has provided a single legal and safety contact page, to be linked in the footer of your wiki, to ensure access to accurate legal information. This is a regulatory requirement. We have already rolled out links to English, German, Italian, Spanish and other wikis and we will deploy to your wiki soon. Please read more on the project page and leave any comments in this thread or on the talk page.
-- User:Sannita (WMF) (talk) 25 Mezheven 2026 da 13:29 (UTC)
- Hello @Sannita (WMF), thanks for letting us know. I translated the link label in TranslateWiki. There is a delay before translations get downloaded to wherever they are used, so if you deploy soon, please use the localised version. Huñvreüs (kaozeal) 25 Mezheven 2026 da 16:19 (UTC)
- @Huñvreüs Thanks. I will report that back to the team. Sannita (WMF) (kaozeal) 25 Mezheven 2026 da 16:35 (UTC)
- Bennozh dit!
- A galon Dishual (kaozeal) 25 Mezheven 2026 da 18:55 (UTC)
Kaozeadeg eus an eil sizhunvezh diwezhañ (sizhun 27, bloaz 2026)
29/06/2026 — 05/07/2026
- Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun warn-ugent eus 2026 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc’h
Keleier BB
Ur wech ouzhpenn en deus Bianchi-Bihan (k・d) krouet ur gont nevez hag ur wech ouzhpenn en deus implijet anezhi da zegas kemmoù daoust ma oa bet difennet outañ. Ar wech-mañ, avat, eo bet lakaet an den a ra gant ar c’hontoù-mañ da long-term abuser (LTA) gant ar stewarded. Da lavarout eo, difennet eo bet outañ degas kemmoù en holl wikioù Wikimedia ha prennet e gontoù en un doare hollek. Un dra a-bouez rak oberiant e oa c’hoazh er Wikeriadur. Huñvreüs (kaozeal) 29 Mezheven 2026 da 06:59 (UTC)
Deiziadoù
Kemmet eo bet arventennoù brezhonek ar meziant a denn da zeiziadoù (s.o. phab:T421998) diwar goulenn Aidhan (k・d), trugarez dezhañ! Huñvreüs (kaozeal) 29 Mezheven 2026 da 08:57 (UTC)
- Doù reizhadenn zo bet graet :
- 1) Diskouezet e vez bremañ anvioù klok ar mizioù er c'hemmoù diwezhañ hag en degasadennoù implijer
- 2) Gant ar penndibaboù e vez roet an dibab etre doù furmad deiziad (evel war Wikipedia okitanek : hep ar stil amerikan ha hep ar furmad eilpennet.)
- (Merzet em eus ar gudennoù-se da gentañ war ar wiki genealogel rodovid.org.) Aidhan (kaozeal) 6 Gouere 2026 da 22:00 (UTC)
Spasoù brouilhoñs
Demat. N'eus ket war Wikipedia e brezhoneg spasoù brouilhoñs evit an implijerien evel e galleg pe e kalz yezhoù all. Domaj eo rak eo pleustrek ha losk a ra amzer evit ober ur bajenn mat. Graet am eus unan evit ac'hanon met ne ket heñvel. Daoust hag-eñ ha penaos e vefe posubl da ouzhpennañ ur spas brouilhoñs evit gwir ? Mersi bras deoc'h, PAAR29 (kaozeal) 2 Gouere 2026 da 17:16 (UTC)
- Demat, gellet a rez implijout ar bajenn Wikipedia:Poull-traezh. Ma fell dit kaout ur "poull-traezh" (ur brouilhoñs) dit-te, e-lec'h ma c'hallez lezel labour da c'hortoz pelloc'h, e c'hallez lakaat ar patrom :
{{Ma foull-traezh}}e-barzh da bajenn bersonel. Gellout a ran ober evidout ma fell dit. A galon, Kestenn (kaozeal) 2 Gouere 2026 da 19:06 (UTC)- Graet am eus. Mersi bras dit ha nozh-vat Kestenn. PAAR29 (kaozeal) 2 Gouere 2026 da 20:36 (UTC)
Kaozeadeg eus ar sizhunvezh diwezhañ (sizhun 28, bloaz 2026)
06/07/2026 — 12/07/2026
- Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun warn-ugent eus 2026 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc’h
Pajennoù merañ dizimplij
Kinnig a ran paouez da ober gant Wikipedia:Goulenn kemmañ ur bajenn bet prennet, Wikipedia:Goulenn kendeuziñ istor div bajenn ha Wikipedia:Pajennoù da brennañ rak morse n’int bet implijet da vat hag a-wechoù e vezont implijet a-dreuz. Chom a raio Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien atav evel-just. @Kestenn: mat eo dit? Re all a c’hall reiñ o ali evel-just. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gouere 2026 da 11:37 (UTC)
- Gwir eo ne vezont ket implijet. Mat eo din paouez d'ober gante. Kestenn (kaozeal) 6 Gouere 2026 da 13:27 (UTC)
- Demat,
- Ar simplañ ar gwellañ. A-du.
- A galon Dishual (kaozeal) 6 Gouere 2026 da 20:45 (UTC)
Degasadenn an deiz
Trugarez d’an implijer dizanv en deus graet ar c’hemm-mañ, dilamet gantañ ur frazenn a oa chomet er pennad abaoe 11 vloaz. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gouere 2026 da 18:55 (UTC)
Isdaveoù
Bremañ e c’hallomp ober gant isdaveoù. Setu amañ ur skouer :
Aesoc’h eo evel-mañ adimplijañ ul levr pe ur vammenn all a zo hir a-walc’h. Huñvreüs (kaozeal) 8 Gouere 2026 da 09:33 (UTC)
Daveoù
Dreist ! Notennet eo, trugarez dit --Ar choler (kaozeal) 8 Gouere 2026 da 10:02 (UTC)
Kemmadur
Demat deoc’h, ha gallout a rafe unan bennak kadarnaat ha rankout a reer skrivañ kroaz-vrezel ha n’eo ket kroaz-brezel? Mard eo gwir e vo un nebeut rummadoù da adenvel. Huñvreüs (kaozeal) 11 Gouere 2026 da 14:44 (UTC)
- Salud ivez, Kavout ar ger kevrennek kroaz-vrezel a c'heller e-barzh un niverenn eus Kroaz ar Vretoned embannet e 1917 (https://bibliotheque.idbe.bzh/data/kroaz_ar_vretoned/Kroaz_Ar_Vretoned_1917_.pdf). Ken aes all e vo kavet kroaz a vrezel e testennoù all. Hep ankouaat Kroaz ar brezel, kinniget gant TermOfis OPaB. Perak 'ta ne vije ket eus ur c'hemmadur dre vlotaat b > v amañ, heñvel ouzh an hini a lenner e kiez-vleiz (https://devri.bzh/dictionnaire/k/kiez-1/) ? A galon. Antiquaire1 (kaozeal) 13 Gouere 2026 da 10:10 (UTC)
Kaozeadeg eus ar sizhunvezh (sizhun 29, bloaz 2026)
13/07/2026 — 19/07/2026
- Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun warn-ugent eus 2026 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc’h