.30-06 Springfield
| .30-06 Springfield | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .308 Winchester - .30-06 Springfield - .300 Weatherby - .300 Winchester Magnum | |
| Doare | |
| Kalibr | 7,62 mm |
| Bro orin | |
| Doare korf an douilhez | Kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Mare produiñ | Abaoe 1906 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,82 mm (0,308 meutad) |
| Ø trogleuziñ | 7,6 mm |
| Ø kolier | 8,6 mm |
| Ø skoaz | 11,2 mm |
| Ø korf an douilhez | 12 mm |
| Ø strad | 12 mm |
| Tevder ar strad | 1,2 mm |
| Hirder an douilhez | 63,35 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 85 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | Etre 9,7 ha 14,25 g Boledoù implijetañ[1] : 150 greunenn (9,7 g), 165 greunenn (10,7 g), 180 greunenn (11,7 g) |
| Tizh ar boled V0 | Etre 760 ha 890 m/s |
| Energiezh ar vannadell | Etre 2 820 ha 3 036 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .30-06 Springfield (7,62 × 63 mm e anv metrek) zo ur munision armoù-tan hiniennel deveret eus an .30-03 Springfield hag implijet gant arme ar Stadoù-Unanet abaoe 1906. Dont a ra e anv eus e galibr (0,30 meutad), e vloavezh krouidigezh, hag eus arsanailh stad Springfield.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet en armoù evel ar fuzuilhoù M1917 Enfield, Springfield M1903 ha BAR M1918 (er Brezel-bed Kentañ), hag en M1 Garand hag er vindrailherez Browning 1919 e-pad an Eil Brezel-bed. Kemeret eo bet e blas gant ar 7,62 × 51 mm evel munision standart AFNA e 1954, met implijet eo bet gant armeoù zo betek ar bloavezhioù 1970, da vare Brezel Viêt Nam da skouer. E hed-tenn efedus a zo war-dro 900 metr hervez hirder ar c'hanol.
Abaoe e vez implijet gant siviled dreist-holl. Ur c'halibr poblek eo gant chaseourien Norzhamerika evit al loened bras, hag an hini implijetañ eno etre ar bloavezhioù 1920 ha 1970 abalamour d'ar stokoù dreist a chome goude ar brezelioù-bed[2]. Aotreet eo evit chaseal e Frañs abaoe 2013 ha berzh a ra er vro-mañ. Hervez ar broduerien munisionoù eo an .30-06 Springfield unan eus an tri munision implijetañ er c'harabinennoù gant ar 7,62 × 51 mm NATO hag ar 7,62 × 39 mm M43.
Kartouchennoù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- .270 Winchester
- .35 Whelen
- .280 Remington
- .280 Ackley Improved
- .370 Sako Magnum[2]
- an .30-06 CC (Court Cartry) zo ur stumm berraet e golier eus 2,55 mm, savet e Bro-C'hall hag anavezet gant eskemmez amprouiñ Saint-Étienne. Graet e voe pa difennet hervez lezenn an .30-06 Springfield er vro d'ar siviled. Eztalvoud eo bremañ[3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) BODDINGTON Craig, Boddington's Take: .30-06 Springfield Cartridge, Guns & Ammo, 06/12/2023 (lennet d'an 01/09/2024)
- 1 2 (en) BODDINGTON Craig, Boddington's Take: .30-06 Springfield Cartridge, Guns & Ammo, 06/12/2023 (lennet d'an 01/09/2024)
- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 144
| ||||||||||||||||||||||||||