Douger-nijerezioù Graf Zeppelin
| Doare lestr | Graf Zeppelin-class aircraft carrier |
|---|---|
| Anv | Graf Zeppelin |
| Anv berr | Graf Zeppelin |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Anvet diwar | Ferdinand von Zeppelin |
| Daveennoù douaroniel | 55°31′3″N 18°17′9″E |
| Darvoud-alc'hwez | keel laying, ship launching, peñse |
| Oberataer | Kriegsmarine |
| Saver | Deutsche Werke |
| Lec'h produiñ | Kiel |
| Armament | 15 cm SK C/28 gun, 10.5 cm FlaK 38, 3.7 cm SK C/30, 2 cm Flak 30, Flak 38 ha Flakvierling 38 |
| Keflusket gant | steam turbine |
| Stad pavilhon | Trede Reich |
| Yard number | 252 |

An douger-nijerezioù Graf Zeppelin e oa lestr kentañ ar rummad douger-nijerezioù Graf Zeppelin heñvelanvet hag urzhiet gant Kriegsmarine an Trede Reich. Bet e oa an douger-nijerez nemetañ bet moret gant an Alamagn nazi, ha bet e oa un taol-arnod gant ar morlu alaman evit sevel flodadoù morlu donvor, hag o dije roet an tu da Alamagn da gaout un nerzh-kas kalz pelloc'h evit ar mor Baltel ha mor an Hanternoz. An douger-nijerezioù a oa da vezañ dafaret gant 42 nijerez emgann ha bombezerioù spluj.
Savidigezh ar Graf Zeppelin a oa bet kroget d'an 28 a viz Kerzu 1936, pa oa bet staliet ar c'hein en arsanailh Deutsche Werke e Kiel. Anvet en enor d'ar c'hont (Graf) Ferdinand von Zeppelin, al lestr a oa bet lakaet er mor d'an 8 a viz Kerzu 1938, hag echuet e oa 85% anezhañ pa oa tarzhet an Eil brezel-bed e miz Gwengolo 1939. Biskoazh ne voe echuet ar Graf Zeppelin ha biskoazh ne gemeras perzh en oberiadurioù brezel dre ma oa bet kemmet ar c'hoantoù da sevel bigi brezel. Chomet e oa al lestr er mor Baltel e-kerzh ar brezel a-bezh ; ha pa oa Alamagn o vont da goll ar brezel-bed e oa bet kaset d'ar strad gant ar vartoloded nepell diouzh Stettin e miz Meurzh 1945. Adpaket e oa bet gant an Unvaniezh Soviedel e miz Meurzh 1946, ha kaset d'ar strad da vat e-kerzh arnodoù armoù e norzh Polonia 17 miz war-lerc'h. Kavet eo bet ar peñse en-dro gant Poloniz e miz Gouhere 2006.