Porfirio Díaz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

José de la Cruz Porfirio Díaz Mori, anvet Porfirio Díaz peurliesañ, bet ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1830 e Oaxaca de Juárez (Mec'hiko) ha marvet d'an 2 a viz Gouere 1915 e Pariz (Bro-C'hall), a oa ur soudard, ur politikour hag un diktatour mec'hikan. Prezidant e vro e voe peder gwech : div wech de facto e 1876 ha 1877, ha div wech all, etre 1877 ha 1880 da gentañ, hag etre 1884 ha 1911 goude.
Etre 1876 ha 1911 e voe e penn ar vro e-unan koulskoude, pa leze ar galloud etre daouarn tud tost outañ hepken er mareoù na oa ket prezidant en ur mod ofisiel. Porfiriato eo anvet ar mare diktatouriezh-mañ e istor Mec'hiko. Merket eo ar prantad-mañ gant diorren an hentoù-houarn ha kresk ar sistem kapitalour er vro[1]. E 1908 e embannas Porfirio Díaz e oa prest da aozañ dilennadegoù demokratel adarre, met toullbac'hañ a reas Francisco I. Madero, en doa lakaet e anv a-enep dezhañ. An darvoud-mañ zo unan eus abegoù deroù an dispac'h e 1910. D'ar 25 a viz Mae 1911 e rankas Díaz dilezel ar galloud ha tec'hout kuit diouzh ar vro. Goude bezañ bevet e meur a lec'h en Europa e varvas en harlu e Pariz e 1915.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Carlos Tello Díaz, Porfirio Díaz. Su vida y su tiempo I: La guerra: 1830-1867, Debate, 2015, ISBN 978-6073133272
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) Arnaldo Córdova, «1». La ideología de la Revolución mexicana, Ediciones Era, 1973, ISBN 9789684112964, p. 39